FEST-NOZ SKOL SANTEZ SESIL E TEIZ-NOALOÙ
D’ar sadorn 7 a viz Meurzh e oa aozet fest-noz skol Santez Sesil hag hentad divyezhek Teiz-Noaloù.
Un degouezhadenn vras ez eo deuit da vout, gortozet gant hiraezh bep bloaz gant ar skolidi hag o zud.
A-raok krog gant ar fest-noz o doa ar skolidi kinniget meur a zañs breizhek bet desket dezhe gant o c’helennerezed e-pad ar mizvezhioù tremenet.
Pedet e oa bet bagad Teiz d’an abadenn hag ar vugale da ziskouez daou zañs dindan tonioù ar sonerion.
Goude-se e oa kroget ar fest-noz gant div strollad war al leurenn : FAG+ hag ar c’houblad Le Corre – Le Quintrec. Ha setu bec’h d’an dañs betek diwezh an nozvezh neuze ! Dañsoù-tro pe dañsoù daou-ha-daou… , startijenn a-leizh da lakaat an holl da gemer perzh.
Ar gounidoù bet dastumet a sikouro da baeañ raktresoù an hentad divyehek : beaj dre soubidigezh e brezhoneg evit ar re CE1 er Chapel-Nevez, abadennoù sinema e brezhoneg, hag an tañva d’ar gouren, e-mesk traoù all c’hoazh. Raktresoù evel-se a ro tro d’ar vugale d’ober gant ar brezhoneg ha sevenadur Breizh a-benn-kaer, en un doare fetis ha gant plijadur.
Ar gelennerezed o deus ivez ur raktres evit ar bloavezhioù da zont : sevel ur c’hlasad bagad evit ar re CM. Gant harp Sonerion 56 e c’hallfe ar skolidi deskiñ soniñ ar vombard, ar binioù pe an taboulin sklat a-hed ar bloavezh, ha kinnig ur sonadeg evit diskouez o labour.
Ar fest-noz-se en deus diskouezet en-dro pegen kreñv eo sevenadur Breizh e skol Santez Sesil, ha penaos e c’hall degouezhadennoù seurt gant honnañ unaniñ ha degas levenez er c’halonioù.
Fest-noz de l’école Sainte-Cécile à Theiz-Noyalo
Le samedi 7 mars, l’école Sainte-Cécile et la filière bilingue de Theix-Noyalo ont organisé un fest-noz.
L’évènement est devenu un véritable rendez-vous, attendu chaque année avec enthousiasme par les élèves et leurs familles.
Avant le début du fest-noz, les élèves ont présenté plusieurs danses bretonnes qu’ils avaient apprises avec leurs enseignantes au cours des derniers mois.
Le bagad de Theix avait été invité à la soirée et les enfants ont présenté deux danses sur leurs airs.
Ensuite, le fest-noz a débuté avec deux groupes : FAG+ et le duo Le Corre – Le Quintrec. Et c’est parti pour la danse jusqu’à tard dans la nuit ! Rondes ou danses en couple … Une belle énergie qui donnait envie à tous de participer.
Les bénéfices de la soirée contribueront à financer les projets de la filière bilingue : un séjour d’immersion en breton pour les CE1 à la Chapelle-Neuve, le cinéma en breton et une initiation au gouren, entre autres.
Autant d’activités qui permettent aux enfants de vivre la langue et la culture bretonnes de manière concrète et agréable.
Les enseignantes ont également un projet pour les prochaines années : créer une classe bagad avec les élèves de CM. Avec l’aide de Sonerion 56, les enfants pourraient apprendre la bombarde, la cornemuse ou la caisse claire tout au long de l’année, et donner une prestation pour montrer le fruit de leur travail.
Ce fest-noz a une nouvelle fois montré la vitalité de la culture bretonne à l’école Sainte-Cécile, et comment de tels moments peuvent rassembler et apporter de la joie à tous.